Gwengamp – Clermont

Posted: 8 Ebrel 2013 in Sport
Tikedennoù:, ,

Dre m’eo barrek Gwengamp er renkadur er mare-mañ ha dre ma ‘m boa netra ispisial d’ober disadorn, pe neuze mont da dredeogiñ ur genstrivadeg Gouren e Louargad (ha ne groge ket a-raok 4e g.m. an abadenn Gouren forzh penaos) e oa un digarez dreist da zistreiñ er Roudourou (match da 2e g.m.).

Digwener oa bet trec’het Naoned gant Angers (2-0). Rampo oa bet graet gant Monaco (1-1 enep Niort). Ma vije bet trec’h Gwengamp e vijent tremenet eil neuze, gant daou boent lañs war Naoned ha tri foent dale war Monaco, ar pezh a vije bet ur bravat taol evit klask pignat e Lig 1.

Mustafa Yatabaré n’eo ket bet gouest da gavout hent pal Clermont, na muioc’h e genc’hoarierien.

E-lec’h-se n’eo ket bet gouest ar Wengampiz da c’hounit, c’hwitet an taol. Met da nebeutañ int deuet a-benn da chom hep koll, ar pezh n’eo ket re fall dija gant ar match brein graet ganto. Spi ‘m eus n’o do ket da gaout keuz eus an nebeut poentoù kollet war an hent e fin ar bloaz.
Trede emaint neuze bremañ (a-raok ar c’hrogad etre An Havr Nevez ha Caen fenoz), rampo gant Naoned (lakaet dirazo ‘blam d’an diforc’h palioù) ha pemp poent ‘drek Monaco.

Ur gwir c’hwitadenn eo bet ar c’hrogad avat, hag un dipit bras evit an arvesterien, a c’hortoze kalz eus c’hoarierien Aodoù an Arvor a-raok an taol-kas (re sur’walc’h), me en o zouezh.
N’eo ket bet re re fall an difennerien dre vras, war-bouez Camara, kollet penn da benn war e du kleiz. Burzhudus eo bet Samassa, gward Gwengamp, savetaet gantañ meur a vell pal, ha poent ar rampo.
E kreiz an dachenn eo bet dipitus-tre Imbula, kentoc’h mat-tre boas : klasket en deus pemp troad d’ar maout e plas c’hoari simpl, ha kollet alies ar vell.
An argaderien zo bet nul da vat, dreist-holl Yatabaré ha Mandanne, pep hini o c’hoari evitañ e-unan hep sevel ar penn e mod ebet da welet ma oa posubl ober ur pas. Ur mare-zo n’dije gellet, pe zoken ranket Yatabaré ober ur pas da v/Mandanne, ha kazi sûr ‘vije bet ur pal da heul. 😦

Dre vras e vanke kalz traoù da Wengamp ‘vit kaout an tri foent, kalz re. Kalz pasoù c’hwitet, diaesterioù da vont war-raok ha da fiñval war an dachenn hag ur gudenn tagusted : ne bigne ket buan a-walc’h ar Wengampiz war baotred Clermont p’o doa ar vell met o lezel da vont gant ar vell betek re.
Dav eo ansav ivez ez eus bet graet ur match ouzhpenn sirius gant Clermont. Tost eo bet paotred an Arvern da bakout an tri foent.

Diaes din bezañ laouen gant seurt disoc’h met ma c’heller gwelet ar werennad hanter c’houllo (daou boent kollet) e c’haller ivez gwelet anezhi hanter leun (ur poent ouzhpenn). N’eus nemet war lec’h an devezhiad diwezhañ e vo tu ober ar bilañs da vat. Seizh krogad a chom evit pignat e Lig 1, bec’h dezhi !
Hag e keñver skipailhoù all Breizh n’eo ket re fall ar rampo. Trec’het eo bet Naoned ha Roazhon 2-0 ha feskennadoù zo bet tapet gant Brest (4-0 enep Bastia) hag An Oriant (5-0 enep Lille). Dibenn-sizhun fall ‘vit ar foot breizhat avat !

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s