Jesus Camp / Heidi Ewing & Rachel Grady (2006)

Posted: 22 Meurzh 2013 in Sinema
Tikedennoù:,

Jesus Camp a zo un teulfilm amerikan gant Heidi Ewing & Rachel Grady diwar-benn pouez ar brotestanted avielour integrour er gevredigezh hag o mod da dreuzkenteliañ ar vugale.
Deuet eo er-maez e 2006 eno, e 2007 e Frañs (1e25mn). Anvet e oa bet ‘vit Oscar ar gwellañ teulfilm met kollet en doa ‘enep film Al Gore war ardommañ an hin.

Skritell Jesus Camp
Spontus eo an teulfilm-mañ. Ur flac’had kreiz ar fas, dibosupl chom diseblant.
N’on ket paotr ar relijion, daoust din bezañ bet badezet, kumuniet ha stlejet alies d’an oferenn gant ur vamm kristen…
Daoust din bezañ dizouead hag evit al laikelezh n’on ket a-enep an dud a vev o feiz hep amerdiñ ar re all. Pep hini ‘zo lip’… Met ne c’hallan ket gouzañv an integristed, n’eus forzh peseurt kredennoù relijiel a vefe ganto…
Ar pezh a spont er film-mañ eo an doare ma four an dud-se mennozhioù e penn bugale ne c’hallont ket dibab o-unan d’an oad ma ‘z int. O fal a zo sevel un arme a vugale a vije o rol strewiñ ar feiz, pe kentoc’h o feiz, er gevredigezh a-bezh, o ‘n em silañ e kement plas strategel : er politikerezh, en ekonomiezh hag all… Aozet e vez ganto kampoù hañv, ma vez soubet ar vugale er relijion a-hed an deiz ha bemdez Doue (oups ! ^^) en un doare feuls a-walc’h. Gwelet ‘vez bugale treantet, o leñvañ pe c’hoazh o huchal e vint prest da vervel evit Jezuz ha me oar petra c’hoazh…
Ha fier-ruz eo Becky Fischer, ar bastorez a aoz ar c’hampoù-mañ, da zisplegañ deomp eo dreist ar vugale etre 7 ha 9 bloaz dre ma’z eo an oad gwellañ evit fourañ en o fenn mennozhioù a vo dalc’het en o memor o buhez pad. Displeget e vez dezho n’eo ket posubl krediñ er big bang pe c’hoazh difennet dezho karout Harry Potter dre m’eo ur sorser, ur c’hrouadur diaoulek.
Heuliet e vez a-dostoc’h tri bugel, Levi, Rachael ha Victoria, trelatet da vat dija gant ar relijion (met dav eo gwelet e peseurt endro e vevont, e peseurt familhoù…). Levi en deus c’hoant bras dont da vezañ pastor ha gwelet e vez o prezeg. Barrek eo dija ‘vit gwir, ur souezh. Rachael he defe c’hoant dont a-benn da gendrec’hiñ tout an dud. Gwelet e vez o vont da blantañ kaoz er straed gant tremenerien n’o deus goûlet netra dezhi, ha sevel goulennoù personel dezho war o feiz hep mezh ebet ha gant ar c’hoant anat o lakaat da cheñch ali. Iskisat tra.

Ur film dedennus-tre eo Jesus Camp, unan kreñv-mat ha direnkus da welet, zoken, pe dreist-holl, evit ar gristenien o-unan d’am soñj. Diaes eo gwelet na pegen pell e c’hall mont an traoù e lec’hioù zo. Re bell d’am soñj…
Kendrec’het on n’eus nemet ur c’hammedig etre relijion ha ranngredenn met ar gristenien-se a zo spontusoc’h ‘vit tud rannkredennoù-zo, sûr-mat…
Erfin, n’eo ket ar film na me a lakao pep tra da cheñch ‘m eus aon…

Ar filmig-kinnig, deoc’h da gaout un tañva

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    Fellout a ra din gwelet an teulfilm-se abaoe pell! Ret ‘vo din e amprestiñ. Souezhet on avat, lârat a rez katoliked, n’eo ket protestanted kentoc’h? (Peogwir e tremen er Stadoù-Unanet e seblantfe din logikoc’h met posupl eo e vefe katoliked hañ)

  2. Ar c'hantread a lavar:

    Setu un teulfilm n’anavezen ket hag a sellin gant interest. Filmoù propaganda forzh pegement a gaver war ar rouedad, lod anezho evel “They have sold their soul to rock ‘n roll” a zo fentus, ken tort ar sorbiennoù a gontont met amañ e vez kaoz eus bugale ! Plijet on bet gant da zigoradur evit ma vefe sklaer an traoù, ar memes sav-poent zo ganin (met gouzañvet em eus an dilhad-sul ouzhpenn !)

    • hoelbzh a lavar:

      Evit lâret gwir ez eo un tamm propaganda tu-enep ar film-se en ur mod, met ken feuls eo ar re all ha ken spontus gant o bugale ma c’haller kompren perak o deus bet c’hoant, pe ezhomm, ar sevenourezed d’ober ar film.
      Ya, kavet ‘m eus gwelloc’h lakaat an traoù sklaer… Morse n’am eus komprenet perak e oa bet programet an oferenn memes mare ha telefoot ! ^^ Evit amerdiñ ma mamm e lâren dezhi e vije muioc’h a dud d’an oferenn ma ne vije ket bet d’an eur-se, ken trist ma oan da c’hwitout an disoc’hoù mell-droad.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s