Oxmo Puccino er C’harène + lodenn gentañ : Cabadzi (08/03/2013)

Posted: 16 Meurzh 2013 in Sonadegoù
Tikedennoù:, , , ,

Dibaoe bloavezhioù e plij din kalz Oxmo Puccino ha selaou ouzh unan eus e bladennoù ur wech an amzer. Pa ‘m eus gwelet e oa da zont da Vrest ‘m eus tapet ma flas raktal.
Mat ‘m eus graet rak dreist e oa sonadeg Oxmo met dizoloet ‘m eus ivez ur strollad dreist a rae al lodenn gentañ : Cabadzi. Krogomp ganto neuze.

4 den a bign war al leurenn, 4 den « normal », ha n’o deus ket tamm ebet liv ar rap war o dilhad. Ur rapour/kaner, ur plac’h gant he gourebed hag o kanañ flour ivez, ur beatmaker barrek gant an MPC ha barrekoc’h c’hoazh war an human beat box (ha gouest da seniñ gant an ukulele ivez!), hag ul liessoner gitar/trompilh/tuba…
Plijet en deus din diouzhtu o sort hip-hop hiron ha dibar. Ar sonerezh ‘m eus kavet dreist hag ar pozioù dedennus-tre. Ouzhpenn-se e kasont un dra bennak da vat war al leurenn, un dra kreñv a-walc’h (ar c’hroc’hen gwazi o deus roet din war tonioù-zo). Aliañ a ran deoc’h groñs dizoloiñ ar strollad hag o albomoù (daou evit poent). Sed aze dija un nebeut tonioù, da gaout un tañva.

N’eo ket tout, met evit gwelet Oxmo Puccino e oan deuet memestra.

Oxmo a zo un den a gont e bed ar rap e galleg. Kroget eo da rapiñ e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990 met an ton en deus roet brud dezhañ, Mama Lova, gant DJ Kheops, a zo eus 1998.


C’hwec’h albom a zo, holl mat-kenañ, e lec’h ma rap Oxmo war a bep seurt sujedoù. N’eo ket eñ paotr ar gerioù gros hag ar feulster : tra’bet da welet gant ar gangsta rap. An testennoù a zo barzhoniel-tre, ha dous a-walc’h peurliesañ, war traoù ar vuhez dreist-holl. Plikout a ra dezhañ kalz ar sonerezh gall hengouneloc’h ha lesanvet eo bet le « Black Jacques Brel ».
Ar sonerezh a zo dous ivez, liv an jazz warni alies.

N’on ket bet dipitet tamm ebet gant ar sonadeg. Dreist e oa Oxmo, a vez santet laouen-tre d’eus ar pezh en deus ar chañs d’ober ha fier d’eus e arvesterien. Tro-dro dezhañ, sonerien eus ar re varrekañ ouzh ar piano, ar gitar, ar gitar-boud, an taboulinoù…

Evel-just, pa krog un arzour da gaout un toullad kanaouennoù, ne c’hall ket ober an holl dindan ur sonadeg, setu on bet dipitet un disterig da vezañ chomet hep klevet tonioù-zo a blij din kalz, evel Mama Lova pe La danse couchée.

An tonioù en deus kanet a zeue d’eus an holl albomoù.
Un nebeut tonioù d’eus ar re gentañ, Opéra Puccino (1998), gant L’enfant seul da skouer, pe d’eus L’amour est mort (2001), gant J’ai mal au mic da skouer, betek an hini diwezhañ.

Tonioù ma fladenn karetañ (L’arme de Paix, 2009) a oa ivez, evel Soleil du nord pe 365 jours.

Kalz tonioù kanet digwener paseet a oa tennet d’eus ar bladenn diwezhañ, Roi sans carosse (2012), pladenn en deus roet an tu da Oxmo da c’hounez ur « Victoire de la musique » ar bloaz-mañ, hini ar rummad « musiques urbaines » (ya, iskis, diaes eo da dud zo lâret ar gêr rap sur ‘walc’h). Tonioù evel Le sucre pimenté, lec’h m’eo bet lakaet an holl da gemer perzh, pe c’hoazh Pam-Pa-Nam.

An adgalv kentañ a zo bet hirik, gwell a se, gant nebeut tonioù evel L’enfant seul da skouer. Un eil adgalv omp deuet a-benn da gaout hag echuet eo brav ar sonadeg war Le cactus de Sibérie.

Ma plij deoc’h Oxmo, kit da welet anezhañ, talvezout a ra ar boan, sur !

Ober un evezhiadenn