Hivernautes 2013 : nozvezh an hip-hop (07/03/2013)

Posted: 15 Meurzh 2013 in Sonadegoù
Tikedennoù:, , , , , ,

Eil bloavezh m’emaon o chom e Kemper, hag eil bloavezh e yan d’ur sonadeg da vare gouel an Hivernautes.
E ya, profitañ ‘ran, evit ur wech ma c’hoarvezh un dra bennak er gêr-mañ ha n’eo graet na ‘vit an trede oad na ‘vit ar vourc’hizien. Ijinit-ta, gwelet ‘zo bet tud er straedoù goude 11e noz ! Gnark gnark. ^^

Warlene ‘m boa bet ar chañs da zizoloiñ traoù dreist evel Le Cercle pe Krismenn (kaoz rin diouto amañ a-raok pell d’am soñj). Ar wech-mañ n’am eus gallet mont nemet da nozvezh an hip-hop (c’hwitet hini an elektro siwazh, ha ne vefen ket bet da hini ar metal).

4 strollad hip-hop/rap a zo bet klevet en Tog Ruz diriaou paseet neuze, evit unan eus ar sonadegoù diwezhañ el lec’h-mañ, a zeuio a-benn nebeut da vezañ ur greizenn kendalc’hoù.

En urzh tremen : Clara Kurtis, Micronologie, Casey ha Dope D.O.D.

Kemperiz eo paotred Clara Kurtis (plac’h ebet er strollad daoust d’an anv), strollad bet ganet e 2010. N’am eus ket o gwelet en Tog Ruz dre ma ‘m boa graet dija miz zo bennak e Kastellin. A-hervezh un den en deus klevet an div sonadeg e oa gwelloc’h hini ar Run ar Puñs ouzhpenn-se, setu n’am eus ket c’hwitet kalz tra.
Plijus da glevet eo ar pezh a reont, ur seurt hip-hop nerzhus a-walc’h, gant binviji gwir war al leurenn. Plijout ‘ra din ar sonerezh met n’on ket bet kendrec’het gant ar pozioù ha gant ar c’han.

 

Da heul e sone ar strollad Micronologie, Roazhoniz ar wech-mañ.
Pellik-zo o anavezan, a-drugarez d’an ton o deus graet gant ar strollad trad/ska gallaoueg IMG, « Rap tour » (da selaou amañ). Ur bladenn gentañ, (ket fall hag anvet « Micronologie ») o deus graet e 2005 (dija !), hag un eil, simpa-tre, « Art, Rythme, Éthique », e 2009. Gounezet o deus « taol-lañs an Erer Yaouank » e 2008, ar pezh n’eo ket netra ! Ar chañs am boa bet da gaozeal un tamm ganto e tavarn VIP an Erer Kozh ar bloavezh war-lec’h (roet o doa din ur vaketenn), ha gellet am eus en ober en dro diriaou, goude o sonadeg. Paotred simpa anezho ouzhpenn.
Un DJ ha 3 MC a zo. Troet int war du ar sonioù jazzy ha funky dreist-holl. Barrek eo ar rapourien (K.Oni, Safirius ha Casta), ur flow efedus gante o zri, ha santet ‘vez mat eo ur blijadur ‘vito c’hoari gant ar yezh da lakaat anezhi da seniñ brav, klotennoù hag all. DJ Sambal (bet ‘pad bloavezhioù o seniñ en ur bagad kostez Roazhon !) a zo barrek ivez. Nerzhus hag efedus int o fevar war al leurenn muioc’h c’hoazh ‘vit war ar pladennoù.
Er set kinniget diriaou e oa un toullad tonioù anavezet ganin, hag un nebeut re nevez. Un trede pladenn a vo o tont a-benn nebeut sañset, yeah.

 

 

Casey a oa da heul, ur rapourez engouestlet a blij din a-walc’h.

N’on ket sot gant ar sonerezh met ar pozioù, don ha speredek, a blij din kalz. He unan e oa war al leurenn gant un DJ.
Kregiñ ‘ra da vezañ anavezet un tamm, e bed ar rap da nebeutañ, hag un trede pladenn a zo raktreset evit ar bloaz-mañ. Kanañ a ra war a bep seurt sujedoù, hogen a orin eus ar Martinik eo Casey ha prederiet kalz eo gant ar vorianegezh (négritude), istor ar sklavelezh…

He zub a zo « Apprends à t’taire » ‘lec’h ma ra goap d’eus ar rapourien n’o deus netra da lâret hag a ra fazioù yezh ouzhpenn-se…
« Quoi ? Chez toi, y a pas l’dictionnaire ? Alors apprends à écrire s’te plaît ou apprends à t’taire. »

Farsus un tamm met n’eo ket ma zon karetañ ganti pell ac’hann. Un toullad kanaouennoù mat a zo met Un sac de sucre pe Chez moi a blij din kalz.

 

 

 

Evit klozañ ganti e oa ar strollad Izel-vroad Dope D.O.D., hag a grog da vezañ anavezet mat gant ar grennarded a blij dezho ar rap. N’eo ket re ma zasad te met ‘benn ar fin on bet plijet a-walc’h ouzh o gwelet. Un hip-hop trouzus ha nerzhus eo, gant tonioù boud kreñv. Liv ar metal a zo war ar ganerien (o tiskouez o biz-brasañ ‘pad ar sonadeg pa n’emaint ket o evañ scotch pe o butuniñ) hag un tammig war ar sonerezh. E saozneg eo ar pozioù met ansav a ran n’on ket bet da welet a dost d’eus petra oa kaoz.

Kudenn : kredet n’ deus unan eus ar rapourien pignat war al leurenn gant ur roched d’eus ar Stade Brestois, fazi bras ! Ne oan ket ma unan o huchal « Gwengamp Gwengamp » d’ar mare-se. ^^


Ur pennad war ur sonadeg all a vo da zont buan…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s