Comment je me suis fait plaquer… et autres histoires extras et ordinaires

Posted: 13 Meurzh 2013 in Bannoù-treset
Tikedennoù:,

Comment je me suis fait plaquer… et autres histoires extras et ordinaires, embannet gant Dupuis e 2011 a zo ur vannenn-dreset enni 15 istor berr a-zivout ar garantez. Pep hini anezho a zo gant un oberour(ez) disheñvel, pe meur a hini. Din n’eus ket kalz anvioù anavezet (Bastien Vivès ha Thomas Cadène hepken e gwirionez) met d’ar re a gustum lenn kalz bannoù-treset pe mont war blogoù arbennik e vo muioc’h kredapl.

Poan ‘m eus d’ober berr boas (spi ‘m eus n’oc’h ket re zirenket gant hirder ma fennadoù a-wechoù ^^) met ar wech-mañ n’em eus ket kalz tra da lâret.

Ne oan ket kendrec’het dija o amprestiñ al levr met c’hoant ‘m boa da welet ar pezh o doa oberourien BT a-vremañ da gontañ a-zivout ur sujed ken ledan ha mil anavezet hag ar garantez. N’on ket bet kendrec’het muioc’h ur wech al levr echuet. N’eo ket nul pep tra met n’eus netra dreistordinal kenebeut. Disheñvel-tre an doareoù tresañ hag an istorioù met n’eus hini ebet en deus dalc’het ma evezh ‘vit gwir.

Dre chañs, lennet ‘vez al levr buan-tre (un hanter-eurvezh bennak) met ankoueet ‘vo ivez pep tra ganin ken buan all m’eus aon. Ul levr da amprestiñ pe da lenn er stal-levrioù perak pas, met ne alifen da zen ebet da zispign 20€ ‘vit se.

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    Mmh, n’anavezan ket kalz a anvioù kennebeut. War a seblant eo kentoc’h arzourien yaouank/ dianav c’hoazh (an darn vrasañ anezho)… Ne seblant ket dispar avat. Gav ket din e lennin al levr bannoù-treset-mañ !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s