Rocé er Run ar Puñs (14/02/2013)

Posted: 20 C'hwevrer 2013 in Sonadegoù
Tikedennoù:, ,

Plijout ‘ra din kalz ar rapour Rocé, dibaoe un nebeut bloavezhioù bremañ, setu on bet souezhet bras, ha war an tu mat, pa ‘m eus gouezet e vije da dremen e Kastellin.
Komz a rin deoc’h en-dro amañ eus e bladennoù a-raok pell (unan nevez a vo fin miz Meurzh eta).

Ur rapour speredek evel ma n’eus ket kalz eo eñ (lesanvet eo bet « le rappeur philosophe »). Pep ton a ginnig pozioù labouret-kenañ ha gant ur preder don peurliesañ.
Ganet eo Rocé (José Kaminsky e anv gwir) e Aljeria e 1977 a-raok dont da Frañs bugel. E dad a zo ur rezistant brudet, Adolfo Kaminsky, hag e c’hoar, Sarah Kaminsky, aktourez ha skrivagnerez. Kompren a reer neuze un tamm gwelloc’h a belec’h e teu tro-spered hag engouestl ar paotr.

Er Run ar Puñs e oa an abadenn, ur sal e Kastellin deuet da vezañ en un nebeut mizioù ma lec’h karetañ ‘vit ar sonadegoù (ur pennad a rin sur’walc’h a-benn nebeut traken war al lec’h).

Iskis an deiziad (d’ur yaou da 8e30) hag ar priz (digoust). Gwashoc’h, dizoloet ‘m eus war al lec’h ne vije ket posubl tapout ur banne bier. Petra, « soirée sans alcool » ? ^^
‘Benn ar fin em eus komprenet e oa liammet tout-se gant ar memes abeg. Donedigezh Rocé e Kastellin a oa liammet gant ur raktres pedagogel, a-gevret gant ul lise d’eus ar vro. Ur c’harr-boutinad leun a liseidi (ket dre ret fin-tre ‘pad ar sonadeg ouzhpenn, grrrr) a oa war al lec’h. (Ha gellet ‘zo bet tapout ur banne Leffe goude ma vijent aet kuit, ouf ! ^^)

War al leurenn e oa Rocé gant un DJ, barrek-tre, met lonket e anv ganin siwazh, gant ar vezh (menegiñ ‘rin anezhañ aze pa vo bet adkavet ganin).

Ispisial e oa un tamm ar sonadeg-mañ (chañs o deus bet ar Gastelliniz !) dre ma oa ar wech kentañ evit ar rapour kanañ an tonioù a vo war e bladenn nevez, Gunz ‘N Rocé. N’eo ket bet merzet re dre ma n’anaveze ket an dud an tonioù met anzavet en deus Rocé d’ar re a zo bet o komz gantañ goude (me en o zouezh) e oa faziet un tamm war ar pozioù (pardonet eo).

‘Pad hanterenn gentañ ar sonadeg en deus kanet Rocé e donioù kozh, ha n’int ket kozh tonioù tamm ebet ! Tonioù a zo tu da glevet war an teir fladenn gentañ : Top départ, Identité en crescendo ha L’être humain et le reverbère. Tonioù evel Changer le monde, Les gens parlent, 10/10, Ricochets, Besoin d’oxygène, L’être humain et le reverbère, Jeux d’enfants, Des questions à vos réponses…

 

‘Pad an eil lodenn hon eus bet ar chañs da glevet tonioù nevez neuze. Ur sapre albom ‘vo an hini da zont me lâr deoc’h. Un toullad tonioù ouzhpenn mat a zo, war a bep seurt sujedoù : al lavar, an habitus, an huñvreerezh… Un danvez « tub » a zo ivez, un ton nerzhus hag efedus ma zo unan. N’on ket sûr d’eus pe ditl a vo roet dezhañ, met kredapl un dra evel « J’rappe pas pour être sympa ».
Ton nemetañ an albom da zont a c’haller kavout war Internet ‘vit c’hoazh a zo « En apnée », deoc’h da gaout un tañva daoust ma n’eo ket an hini a blij din ar muiañ.

 

Dalc’het eo bet gant Rocé evit an adc’halv an ton en deus roet brud dezhañ e bed ar rap : On s’habitue.

 

Ouzhpenn bezañ barrek war ar rap ha speredek eo simpa-tre Rocé. Bet ‘m eus tro da gaozeal gantañ un tammig, ha da gaout ur gêrig war ma fladenn L’être humain et le reverbère. #drant

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s