Breaking Bad (bloavezh kentañ)

Posted: 5 C'hwevrer 2013 in Stiradoù
Tikedennoù:

Hep kontañ ma buhez deoc’h lakaomp n’on ket paotr an tele (n’am eus ket bet ar benveg milliget-se ba’r gêr pa oan bugel ha n’am eus ket nemeur bremañ). Abaoe ur bloaz bennak e klaskan sellet un tamm muioc’h d’eus filmoù, ha kroget on ivez da sellet stiradoù, met traoù aliet din gant mignoned hepken. Ne c’houzañvan ket ken an eilmouezhiañ setu e sellan an traoù war ma urzhiataer, e yezh orin atav, ha gant istitloù e saozneg peurliesañ, e galleg – c’hoarvezet eo bet din ober gant istitloù brezhonek zoken ! (Trugarez deoc’h An Team Istits !)

Traoù-zo o deus plijet din (Dexter, Justified, My Name is Earl), plijet din kalz (The Wire, Black Books, Longmire), traoù all nebeutoc’h (Misfits, an daou vloavezh kentañ a c’heller gwelet e saozneg gant istitloù brezhoneg dre amañ) pe c’hoazh kalz nebeutoc’h (Six Feet Under). Klask ‘rin kaozeal d’eus ar stiradoù-se amañ tamm-ha-tamm. Met da gregiñ, unan all a blij din kalz : Breaking Bad.

Ur stirad skinwel amerikan eo Breaking Bad, drama kentoc’h, krouet gant Vince Gilligan evit ar chadenn AMC. E 2008 e oa bet skignet eno ar c’houlzad kentañ, seizh pennad o vont d’ober anezhañ.

Ar pempvet bloavezh (an hini diwezhañ sañset) a vez skignet er Stadoù-Unanet er mare-mañ.

Kontañ ‘ra Breaking Bad istor Walter White da gentañ penn.

Ur c’helenner war ar gimiezh 50 vloaz eo. Dimezet eo, ur mab krennard ha nammet en deus ha dougerez eo e wreg. Dizoloiñ ‘ra Walt emañ paket gant ur c’hrign-bev, unan eus ar skevent, ha ken grevus n’haller ket e oberata zoken. Un nebeut mizioù a ro dezhañ ar mezeg, d’ar muiañ tout.
Divizout a ra neuze Walt kuzhat pep tra d’e familh ha klask un doare da c’hounit ar muiañ a arc’hant posubl, da leuskel d’e re pa yelo d’an anaon. E vreur-kaer, Hank, a labour evit an DEA (Drug Enforcement Administration, ar polis enep-dramm kea), a gont dezhañ ordin istorioù tud deuet da vezañ pinvidik-mor gant ar gwerzhañ drammoù. Kalz skiant en deus prenet Walt war ar gimiezh dre e studioù hag e vicher. Hag eñ mont da welet Jesse Pinkman, ur paotr yaouank bet skoliad dezhañ, gwerzherig kanab, da ginnig dezhañ un afer. Prest eo da « geginañ » ‘vitañ « meth » eus ar c’hentañ troc’h (methañfetaminoù, pe c’hoazh kristal, un dramm kreñv ha diouzh ar c’hiz), gant ma vo sikouret gantañ d’e werzhañ. Asantiñ ‘ra buan Jesse ha setu an daou zen da gregiñ gant ur vuhez kuzh, hini ar farderien dramm.

Un tañva ‘po ?

 

Brud vat en deus ar stirad-se. Graet ‘n deus berzh forzh pegement a bep tu d’ar meurvor ha rastellet prizioù e-leizh, setu em boa c’hoant da welet petra oa kaoz (skignet e Frañs war Arte ouzhpenn, setu ‘m eus soñjet ne tleje ket bezañ re vleup). Plijet-tre on bet ivez, ken ma krogin a-benn nebeut an trede bloavezh (eh ya, lipet an eil ganin dija, met kontañ rin se deoc’h diwezhatoc’h).

Donezonet-tre eo an aktourien, dreist-holl an daou « haroz », Bryan Cranston (Walter) hag Aaron Paul (Jesse), hogen, ken barrek all eo an eil rolloù, mab Walt da skouer, Walter Jr (RJ Mitte).

Kalz traoù o deus an daou gomper da guzhat, dreist-holl Walter (e istorioù dramm, hag e grign-bev war ar marc’had). War-nes bezañ tapet e vezont ingal ‘vel-just. Suspens forzh pegement a zo neuze, ur blijadur, gant ur c’hliffangher e fin pep pennad, met ouzhpenn suspens a zo. Evel er vuhez, a bep seurt aozennoù a ya d’ober Breaking Bad, aozennoù mesket ha kempouezet en un doare fin gant Vince Gilligan hag e skipailh senarierien.Ur sell du war ar bed war un tu, met kalzik fent war un tu all, setu n’eo morse re ziaes an arvestiñ. Istorioù feuls a zo (bed an dramm n’eo ket hini ar pokarzhed Bisounours, anat), met mareoù fromus ha karantez a zo ivez, etre Walt hag e wreg da skouer. An darempredoù etre ar c’helenner hag e familh a zo dedennus-tre, al liamm etrezañ ha Jesse ivez. Luzietoc’h-luzietañ e teu an darempredoù etre an tudennoù da vezañ ha psikologiezh pep hini a zo diskouezhet en ur mod soutil.

Sevenet mat eo ouzhpenn-se, gant un doare simpl da filmañ peurliesañ met efedoù deuet brav a-wechoù ha brav eston eo skeudennoù-zo, en dezerzh da skouer.

Ma n’oc’h ket displijet boas gant an istorioù polis ha/pe du un tamm e alian deoc’h groñs ar stirad-mañ, ma n’eo ket bet gwelet ganeoc’h dija evel-just.

Ah ya, just ur ger da echuiñ. Degemeret mat eo ho mennozhioù m’ho peus stiradoù a gavit mat da ginnig din. Kredit lezel din un evezhiadenn, laouen.

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. pevarlagad a lavar:

    dre chañs ne varv ket re vuan an den a-hend-all ne vije istor ebet neuze 🙂 trugarez, dedennus eo ar pennad !

  2. ar c'hantread a lavar:

    Me ‘blij din “sons of anarchy”, Evit bezañ bet darempredet un tammig ur vandennad bikers (“the celtic brothers”) e kavan fentus-tre o c’hodoù, ur gwir sevenadur all !

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s