Comme un lion / Samuel Collardey (2013)

Posted: 28 Genver 2013 in Sinema
Tikedennoù:

Comme un lion a zo ur film gall deuet ‘maez ar miz-mañ, sevenet gant Samuel Collardey ha kenbroduet gant Arte.
Gounezet en deus Priz film gwellañ festival Marrakech warlene, ha Priz ar juri war ar marc’had.
Treiñ ‘ra ar film tro-dro d’ar vell-droad, hep na vije ezhomm karout pe kompren un dra bennak d’ar sport-se ‘vit kavout ar film dedennus/plijus.

Bevañ ‘ra Mytri, 15 bloaz, e kêriadenn Pout (Bro-Senegal), gant e vamm-gozh. N’eus netra a blij dezhañ muioc’h ‘vit c’hoari mell-droad gant e vignoned. Un argarder barrek-kenañ eo, teknikel-tre. Da vare un tournamant bihan e vez merzet gant un den ha ginnig dezhañ e gas da Vro-C’hall da vezañ c’hoarier a vicher. Hogen, kalz arc’hant a c’houlenn an den ‘vit ar veaj. Kendrec’het gantañ ha gant e vab-bihan e tiviz ar vamm-gozh gwerzhañ pep tra, hag amprestiñ kalz ouzhpenn. Mont ‘ra neuze kuit Mytri.
Re vrav an istor. Ur wech erruet e Pariz e tizolo ar c’hrennard ar wirionez. N’eus morse bet den gant ar c’hoant e lakaat da sinañ ur c’hevrat. Nemet rastellat arc’hant war huñvre ur familh. Gwasoc’h, dilezet ‘vez ‘nezhañ, setu en em gav er straed hep an disterañ gwenneg na tra da zebriñ.

Deoc’h da gaout un tañva :

Eil film hir Samuel Collardey eo Comme un lion, goude L’apprenti (2008). Un teulfilm oa hennezh, o kontañ buhez ur paotr 15 bloaz (dija !) o teskiñ ar vicher a labourer-douar.
Menegiñ ‘ran kement-se deoc’h ‘rak kalz mareoù Comme un lion a zo filmet ‘vel un teulfilm (er Senegal da skouer, met ket hepken) daoust ma vije ar film unan faltazi ar wech-mañ. Ha c’hoazh, rak awenet eo istor Mytri gant (un) istor(ioù) gwir, c’hoarvezet ma’z eo dija seurt gwalldro da ouzhpenn un Afrikan yaouank. Gellet ‘m eus klevet/lenn seurt istor meur a wech dija gwir eo, el levr Football Made in Afrique da skouer (lenn ar pennad war ma blog gallek).

Kavet ‘m eus e oa deuet brav ar film-mañ gant Samuel Collardey. Daoust ma komprenomp buan ar pezh en deus c’hoant da lâret, pe zoken da ziskuliañ, ne glask ket kendrec’hiñ ac’hanomp en un doare pounner tamm ‘bet. Un tamm ‘vel ur C’h/Ken Loach (da skouer) e ro deomp ar sevener da gompren an traoù ha d’ober hor soñj, o lezel ar skeudennoù ober an traoù trañkilik.

© Ivan Mathie pour Lazennec

Barrek eo an aktourien, daoust ma ne oant ket dre ret aktourien a-raok ar film. Ma ‘z oc’h filmgarour ho peus sur-‘walc’h klevet anv Jean-François Stévenin dija (an tutaer er film), ha re Marc Barbé (ar gourdoner) hag Anne Coesens marteze. Re Mytri Attal ha Khady Aïdara n’ho peus ket avat, rak n’en doa ket c’hoant Samuel Collardey d’eus un aktour gall ‘vit c’hoari rol an Afrikaned. Setu eo bet da vevañ en ur gêriadenn er Senegal ‘pad un nebeut sizhunioù. Eno eo en deus « kavet » Mytri, hag a oa (dija) o c’hoari foot. Kendrec’het en deus anezhañ, ha Khady Aïdara, a zo mamm-gozh Mytri er vuhez gwir ivez, souezhus !

Hep kontañ re bell an istor, lakaomp e krog fall an traoù ‘vit Mytri, met ar chañs en deus goude da gavout gourdoner ur skipailh mell-droad a glasko sikour anezhañ ‘vel ma c’hell, er foot ‘vel er vuhez dre vras. Setu n’eo ket du tout ar film ‘vel ma c’hallfer krediñ ‘penn-kentañ. Spi a chom da gaout. Daoust ma n’eus ket kement-se a souezhadennoù e komprener en ur mod disheñvel ster an titl ur wech degouezhet ar skeudennoù diwezhañ.

Ur brav a film, a alian zoken d’ar re n’int ket sot gant ar vell-droad.

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    Me ouie a-walc’h em boa klevet komz diwar-benn ar film er radio…
    Gwelet ‘m eus e oa logo France info war ar skritell goude 😉

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s