Good City for Dreamers / General Elektriks (2009)

Posted: 25 Genver 2013 in Pladennoù

Eil pladenn ar strollad General Elektriks eo Good City for Dreamers, deuet ‘maez e 2009 (label Discograph).

Dizoloet ‘m eus General Elektriks dre zegouezh penn da benn, o klevout an ton Raid the Radio pa oan bet da welet ur sonadeg n’en doa tra ‘bet da welet. Ya, c’hwi oar, an tonioù a lakaont da dremen er sal amzer ma tegouezhfe an dud… Ken plijus ‘m eus kavet an ton diouzhtu em eus kredet mont da c’houlenn da baotr ar son petra oa. Ha setu…

 

Dibaoe ‘m eus bet tro da welet ar strollad div wech war al leurenn. E Kemper da gentañ, da vare Insolent. Ken plijet ‘oan bet (ha re verr ‘oa ar set) ken on bet da Sant-Brieg d’o welet en-dro pa ‘m eus gwelet e oant da zont er Citrouille. Dizoloadenn ar bloavezh 2012 ‘vidon.

Ar strollad

Hervé Salters en deus krouet ar strollad. Sevel a ra an tonioù, ha seniñ gant ar c’hlavieroù. Sonet en deus a-raok gant a bep seurt tud, ha n’eo ket gant forzh piv : Femi Kuti, DJ Mehdi, Blackalicious… Un energiezh spontus a vez gantañ war al leurenn, ur souezh !

Kavout a reer gantañ sonerien barrek-kenañ ha ken nerzhus all.

Jessie Chaton : gitar-boud, klavieroù boud.

Jordan Dalrymple : taboulinoù, MPC.

Norbert Lucarain : taboulinoù, vibrafon.

Eric Starczan : gitar tredan.

Ar pezh ‘zo dreist ‘pad o sonadegoù eo e vez laoskeet gant Hervé Salters ur gwir plas da bep soner ‘vit reiñ d’an dud ar pezh en deus da reiñ : ur solo dreist a vez kinniget gant pep hini da nebeutañ.

 

 

Diaes-tre eo din lakaat ur rumm d’ar sonerezh-se. A-hervezh e kaver ez eo elektro, elektroswing, trip-hop pe me oar petra c’hoazh. Deoc’h-c’hwi d’ober o soñj, forzh penaos ne blij ket din lakaat rummoù da bep tra. ‘Pezh-zo sur eo ez eo sonerezh youlek-tre, fiskal ‘vit hejañ e revr ha n’eo ket evit chom morgousket.

 

Teir fladenn a zo bremañ ganto met ma hini karetañ eo Good City for Dreamers, ha n’eus ket un ton a zisplijfe din warni.

 

 

Selaou ar bladenn a-bezh ‘vit netra a c’haller ober aes war Internet, war Grooveshark da skouer, da lâret eo hep bruderezh ‘vit ton diwezhañ Justin Bieber pe Britney Spears ‘vel war Deezer. Spi ‘m eus e plijo deoc’h. 😉

 

Tracklist :

1. Take Back The Instant

2. Raid The Radio

3. You Don’t Listen

4. Helicopter

5. Cottons Of Inertia

6. Little lady

7. Engine Kickin’In

8. David Lynch Moments

9. Gathering All The Lost Loves

10. Mirabelle Pockets

11. La Nuit Des Ephémères

12. Bloodshot Eyes

13. Rebel Sun

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. geekezig a lavar:

    N’anavezen ket kennebeut, trugarez evit an dizoloadenn! Daoust din soñjal em eus bet klevet kanaouennoù zo dija… Implijet e vefent bet e-barzh bruderezhioù bennak?
    Plijus eo da selaou, “easy listening” me gav (hep na vefe un dra fall hañ, just a-walc’h).

    • hoelbzh a lavar:

      ‘Mann ‘bet. Laouen ma ‘z out bet plijet. 🙂
      Tonioù ar bladenn-mañ n’ouzon ket, met ne sellan koulz lavaret morse an tele. “Tu m’intrigues”, un ton a oa war ar bladenn gentañ (anvet Cliquety Kliqk) en deus servijet da vrudañ ur Merco (sellet amañ). Marteze anavezez dija al lec’hienn-mañ, un diaz roadennoù klok a-walc’h, aes ober gantañ pa glasker an ton implijet e bruderezh-mañ-bruderezh. Hervezo n’eus ton all ebet a vije bet implijet atav.

      • geekezig a lavar:

        N’anavezen ket al lec’hienn, trugarez!
        E gwirionez, ne oa ket dre ret e-barzh ur bruderezh (ne sellan ket kalz ar skinwel kennebeut ^^) met kentoc’h un dra am befe bet tro da glevet ingal (dre ma na selaouan ket eus radioioù sonerezh kennebeut em boa soñjet e bruderezh 😉 )…

      • hoelbzh a lavar:

        N’ouzon ket lâret dit neuze…

  2. geekezig a lavar:

    N’eo ket grevus!! 😀

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s