Une goutte de miel dans un litre de plomb / La Canaille (2009)

Posted: 16 Genver 2013 in Pladennoù
Tikedennoù:, ,

Une goutte de miel dans un litre de plomb, deuet ‘maez e 2009, a zo kentañ pladenn ar strollad rap gall La Canaille.
Lâret ‘ran deoc’h diouzhtu, aet on skuizh klevet tud o lâret n’eo nemet kaoc’haj ar rap e galleg. Gwir eo dre vras ‘vit ar pezh a dremen war ar radioioù skignet er gourmarc’had met pa glasker mat ez eus traoù dreist.

Copyright : Céline Bousquet
La Canaille a ginnig tonioù « rap stourm » e galleg.
Pevar ezel a zo er strollad.
Marc Barnaud, a son gant a bep seurt binviji (gitaroù, bouzouki, telenn, treujenn-gaol, ksilofon…).
Marc Nammour a zo ar c’haner. Beat box ha programiñ ‘ra ivez. Dreist-holl, skrivañ ‘ra ar pozioù.
Walter Pagliani a son gitar-boud ha klavieroù. Programiñ ‘ra ivez.
Nicolas Rinaldi a zo an DJ : skratchiñ ‘ra ingal, ha kanañ ha programiñ a-wechoù.
An holl a gemer perzh da skrivañ ha renkañ an tonioù.

13 tamm a ya d’ober ar bladenn Une goutte de miel dans un litre de plomb (gant an ton profet/kuzhet). Embannet eo bet an albom ganto o-unan.

La Canaille a zo anv ur c’han dispac’hour skrivet e 1865 (anvet ivez « La chanson des gueux »), alese anv ar strollad. Ton kentañ ar bladenn (La Canaille) a zo un azasadur e mod rap d’eus an ton-mañ just ‘walc’h.

Evel-just e plij din ar pezh a gont La Canaille hag a-du e vezan a-walc’h gant o mennozhioù. Evel-just ne blijo ket seurt kanaouennoù d’ar gevalaourien, d’an dud a blij dezho mennozhioù Nicolas S. pe Laurence P., hag all hag all.
Ar pozioù, ouzhpenn bezañ talvoudus (hervezon da nebeutañ) a zo skrivet mat, gant kalz klotennoù ha c’hoarioù war an heñvelsonioù.

Hogen, ouzhpenn ar pozioù a talv ar boan gant La Canaille.
Dre vras e plij din muioc’h ar rap pa vez sonet gant binviji gwir ha n’eo ket gant sonioù urzhiataer traken. Gwir eo amañ.
Gellet ‘reer lâret hep faziañ ez eo izili sonerien wir izili ar strollad, ken liesseurt eo ar binviji implijet. Plijus e kav din klevet en o zonioù binviji rouezh (er rap da nebeutañ) evel bouzouki, treujenn-gaol, telenn ha me oar-me petra c’hoazh (duduk, senza, épinette, saz, khanun…).

N’eus ket un ton a zisplij din war ar bladenn-mañ met ma m’bije daou da zibab ‘vije Ni Dieu Ni Maître ha L’usine, koulz ‘vit ar pozioù hag ar sonerezh just ‘walc’h.
En ton kentañ menneget a-us e tispleg Nammour perak ne zoug ket ar relijionoù en e galon, forzh pehini vije.
En eil e tiskriv devezh labour un den a vez oc’h ober ur vicher spontus en ul labouradeg, oc’h ober ar memes jestroù a-hed an deizh. Sonioù iskis a zo en ton, ‘vel pa vije mekanikoù an uzin o vont en-dro.

Ar chañs ‘m eus bet d’o welet war al leurenn en Erer Kozh e 2011. Startijenn e-leizh ganto, ur blijadur.

Playlist :
1. La Canaille
2. Le chroniqueur I
3. Ni Dieu Ni Maître
4. Arrêtez ce train
5. Une goutte de miel
6. Allons enfants
7. Le chroniqueur II
8. L’usine
9. Le fric
10. Mon camp
11. On recommence
12. Le chroniqueur III
Bonus track

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. Ar c'hantread a lavar:

    N’anavezen ket, selaou a rin peurrest ar bladenn. Taolennet brav eo “L’usine”. E vuhez vicherel en deus tremenet ma breur en un uzin paeet d’ar smic (eñ eo en deus ma broudet er studioù, “evit nompas bezañ ‘veldon” emezañ). Pa oa 40 vloaz en doa diskleriet din, “gwel ‘ a rez, abaoe 20 vloaz emaon a-dreñv ma mekanik ha n’em eus aon nemet rak un dra, ma ne vefe ket heñvel evit an 20 vloaz o tont”, Aon rak an dilabour, ar c’hudennoù yec’hed. E lakaat a rin da selaou ar sonenn. Evidon ar sonenn vravañ o tennañ d’an uzin eo “Les barbares” (Lavilliers).

    • hoelbzh a lavar:

      Oups, soñjal ‘rae din bezañ respontet dit met ankouezet ‘m boa en ober. 😕
      Bet on da selaou “Les barbares”. N’anavezen ket. Brav a don gwir eo, trug.
      Selaou laouen neuze. Ha ma plij dit, o eil albom, Par temps de rage, a zo ken mat all (komz a rin marteze dioutañ ur wech all).
      Sell, un atersadenn dedennus-tre ya, war lec’hienn an NPA gant Marc Nammour, kaner ar strollad : La Canaille : Rap de fils d’ouvrier.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s