Harry Potter ha maen ar furien / J. K. Rowling

Posted: 12 Genver 2013 in Romantoù 'vit ar re yaouank
Tikedennoù:

Da c’hortoz skrivañ un nebeut pennadoù ‘vit bezañ trañkiloc’h ‘keñver lusk e “truchan” un tamm (bevenn ebet pa lâran deoc’h ^^) o kinnig deoc’h amañ ur pennad embannet dija lec’h all ganin.

Brudet er bed a-bezh eo bremañ Harry Potter, a-drugarez d’ar rummad seizh levr evel-just, met ivez, ha marteze muioc’h-c’hoazh, a-drugarez d’ar filmoù a zo bet tennet diouto, eizh en holl ar wech-mañ (daou film a zo bet graet gant istor ar romant diwezhañ), gant Daniel Radcliffe o c’hoari roll ar sorser yaouank.

Hogen, p’eo bet embannet gant an ti-embann Bloomsbury Harry Potter and the Philosopher’s Stone e 1997 (dija!), ne oa den evit soñjal e vije bet graet ur berzh ken bras gant ar romant-mañ, hini kentañ Johanne Kathleen Rowling, dilabour ha dianav da vat d’ar mare-se (unan eus maouezed pinvidikañ Breizh-Veur eo bremañ ha berzh ‘ra e holl romantoù er bed a-bezh).

An istor

Un dek vloaz bennak eo Harry Potter, emzivad anezhañ (marvet eo e dud pa oa poupig, en ur gwallzarvoud karr-tan sañset). Dibaoe bloavezhioù emañ neuze o vevañ ti ar re Dursley, an itron – Tintin Petunia – o vezañ c’hoar e vamm. N’en em blij ket tamm ebet Harry eno.  Strizh-kenañ eo Tonton Vernon gantañ, n’en deus ar gwir d’ober netra, ha rediet eo da gousket en ul lochig dindan an diri. Ouzhpenn-se e vez spontus gantañ o mab Dudley, ur paotr lart ha divalav ma zo unan. Gant e vignoned, ken sot hag eñ, o deus ur plijadur bras : bezañ an torr-pennañ posubl gant Harry.
O echuiñ emañ ar vakañsoù-hañv hag a-benn nebeut e vo an distro-skol kentañ er skolaj evitañ. Gwelloc’h un tamm yelo an traoù marteze tra ma ne vo ket lakaet er memes skolaj ha Dudley.
Ur mintin, burzhud, ul lizher ‘vit Harry ! Difennet ‘vez dezhañ e lenn gant Tonton Vernon. Lod all ‘vo kaset, en ur mod iskis a-walc’h, betek ma teufe ur ramz da gemenn ar wirionez da Harry : ur sorser eo. Evel ma oa bet divizet gant e dud, sorserien ivez, e ranko Harry mont da skol ar sorserien, Kerambreoù.

Ma ali

Skolajiad oan pa’m eus bet lennet Harry Potter evit ar wech kentañ. Ar romant-mañ ni’oa dres, al levrenn gentañ, met e galleg (Harry Potter à l’école des sorciers). Dibaoe ‘m eus bet tro da lenn an holl anezho, hag adlennet ‘m eus hennezh meur a wech hag e meur a yezh : galleg, saozneg, ha brezhoneg bremañ neuze.

Lakaomp an traoù sklaer diouzhtu : n’eo ket hervezon al levrenn-mañ an hini wellañ, pell alese.
 Hirik eo an istor da gregiñ (un tri-ugent pajennad bennak) dre ma rank J. K. Rowling plantañ an traoù tamm-ha-tamm. Kalon tudoù, dav eo derc’hel da vont ganti memestra ma kavoc’h hir ar penn-kentañ.

Rak ur wech desket gant Harry ez eo ur sorser e krog an traoù da vezañ kalz dedennusoc’h, a-raok ma tegouezhfe e Kerambreoù zoken. 
Mont a ra gant Hagrid – ar ramz deuet da gerc’hat anezhañ – da brenañ a bep seurt dafar-skol hud en hent-treuz (gwialenn hud, kaouenn hag all…). Adalek ar mare-mañ ha da heul, en tren hag e Kerambreoù e tizoloer bed an hudourien asambles gant Harry, paour-kaezh mougouled ac’hanomp.
 Gwelet a reer Harry o kustum ouzh e ved nevez, o vezañ lakaet en un tiad gant an tog ingaliñ (hini ar Gripi-Aour a vo ‘vitañ), o kaout mignoned nevez, Hermione ha Ron en o zouezh, o kaout e gentelioù hudouriezh kentañ, pe c’hoazh o teskiñ c’hoari Kiditch (ur sport a-stroll a c’hoarier war skubellennoù-nij).

Ouzphenn ar vuhez « ordin » e Kerambreoù a vo roet deomp da lenn dre ma c’hoarvezo da Harry traoù dic’hortoz a-walc’h e-kerzh e vloavezh kentañ eno. Suspens a vo muioc’h-mui ha lennet ‘vez kalz buanoc’h eil hanterenn al levr, gant ar c’hoant goût hiroc’h…

Evit goût hiroc’h just-walc’h, e vo ret gortoz ar goañv a zeu, ma vo troet e brezhoneg an eil levrenn, Harry Potter ha kambr ar sekredoù (pe lenn en ur yezh all).
Sañset e vo troet an holl levrennoù gant An Amzer, unan bep bloaz (aargh, re hir ‘vo da c’hortoz betek ar seizhvet hini !).

Anat deoc’h ‘vijen bet laouen bras o lenn troioù-kaer HP e brezhoneg pa oan o tizoloiñ oberenn J K. Rowling, hogen ne oa ket posubl d’ar mare-se. Dav eo bet gortoz betek bremañ (15 bloaz memestra, chaous !) evit gellout lenn un Harry Potter e yezh ar vro. Trugarez vras neuze da d/Thierry Jamet, rener ti-embann An Amzer evit bezañ bet ar mennozh dreist-se, ha trugarez ivez ‘vel-just da v/Mark Kerrain, bet graet ul labour treiñ eus ar c’hentañ troc’h gantañ.

 

Harry Potter ha Maen ar furien (Harry Potter and the Philosopher’s Stone, 1997) gant J. K. Rowling, embannadurioù An Amzer (2012). Troet diwar ar saozneg gant Mark Kerrain, 318 pajennad.

 

Advertisements
Evezhiadennoù
  1. pevarlagad a lavar:

    Sot on gant Harry Potter ha laouen bras on e vije troet e brezhoneg ; a galite eo al labour ha pinvidik mat 🙂 lenn a rin anezhañ meur a wezh all e brezhoneg c’hoazh 🙂

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s